An Dispac'h Sevenadurel Meur Tavantel[1] (sinaeg 無產階級文化大革命, pinyin wúchan jiejí wénhuà dà gémìng, berraet peurliesañ e 文化大革命 wénhuà dà gémìng Dispac'h Sevenadurel Meur pe c'hoazh 文革 wéngé, Dispac'h Sevenadurel), eo al lusk broadel bet aozet e Republik Pobl Sina gant Mao Zedong[2] (1893-1976) adalek 1966 enep izili all eus Strollad Komunour Sina (SKS) ha kefredourien[3], e soñje da Vao Zedong ha d'e heulierien e oant o vont war-du ar gevalaouriezh.
Krennañ ha kreñvaat an Dispac'h sinaat a oa c'hoarvezet e 1912 e oa ar pal e gwirionez. Gant skoazell lod renerien SKS, lesanvet 四人幫, sì rén bāng Tolpad ar Pevar[4] ez arveras Mao Zedong emsav divent ar studierien, ar Warded Ruz, evit divrudañ tu dehoù ar Strollad a oa kaset gant Liu Shaoqi (1898-1969), Peng Zhen (1902-1997) ha Deng Xiaoping (1904-1997).
Dre Sina a-bezh e voe strewet an Dispac'h Sevenadurel a-drugarez d'ar Warded Ruz, er c'hêrioù ha war ar maezioù, betek tizhout an holl labourerien hag ar soudarded ; en diwezh e troas d'ur ronkadeg troet enep Strollad Komunour Sina a oa o vont da goll mestroniezh.
Kuzulioù Gwerinel, enno labourerien, soudarded hag atebeien eus SKS, a voe savet en hogos an hanter eus ar Stad sinaat ; evel gouarnamantoù gwerinel ez aent en-dro evit merañ tachenn pe dachenn, ar pezh a ouezas Mao Zedong sterniañ dre lakaat ar C'huzulioù-se dindan ren SKS. Betek 1976 e padas ar C'huzulioù : er bloavezh-se e varvas Mao Zedong ha gant skoazell al Lu e teuas Deng Xiaoping a-benn da staliañ e strollad e penn Republik Pobl Sina. Kalet e voe ar gwaskadur, bac'het e voe Tolpad ar Pevar, ha boulc'het e voe ar Sokialouriezh gant perzhioù ar marc'hadoù a voe ar c'hammed kentañ war hent an distro da armerzh ar marc'hadoù kevalaour.
Hervez soñj ar media kornaouegel ne voe an Dispac'h Sevenadurel nemet un emgann evit ar galloud : Mao Zedong e felle dezhañ e adtapout gant harp e wreg Jiang Qing ha penn al Lu, Lin Biao (1907-1971) diwar goust politikel Liu Shaoqi ha Deng Xiaoping. Petra bennak ma 'z echuas an Dispac'h Sevenadurel e miz Ebrel 1969 gant IXvet Kendalc'h Strollad Komunour Sina e vezer boas da astenn e vare istorel a-hed ar stourm evit ar galloud, da lavaret eo eus 1966 betek 1976 pa zeuas Deng Xiaoping a-benn da ren war-lerc'h Mao Zedong.
A-drugarez d'an Dispac'h Sevenadurel e c'hallas Mao Zedong adtapout ar galloud en devoa kollet da heul c'hwitadenn al Lamm Bras War-Raok (1958-1960). Uhel e voe ar priz evelato, pa renas an dizurzh politikel e-pad dek bloavezh, gant frapadoù feulster a-berzh ar Warded Ruz a dagas kement den a veze tamallet bezañ disleal ouzh SKS hag ouzh Mao Zedong.
Klasket o deus an istorourien hag ar vredelfennerien kompren penaos e oa bet tizhet ker gwazh ur feulster hag un dizurzh kevredigezhel en abeg d'ur stourm evit ar galloud ; niverus eo bet ar studiadennoù bet embannet diwar-benn an dodenn e Sina hag e peurrest ar bed.