An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.
Implijet e vez kentoc'h an termen divrevelezh evit ober dave d'an tuadur revel denel dre ma tenn d'un tuadur ha n'o devezh ket tud divrevel div reizh (sellit ouzh etrereizhadezh).
Lâret e vez ez eo divrevel unan bennak pa gar paotred ha merc'hed. Etre an dud divrevel, lod a gar ingal paotred ha merc'hed ha lod all a gar kentoc'h an eil re pe ar re all.
Termenoù all zo bet krouet e saozneg evit ober dave da duadurioù revel a denn d'an divrevelezh. Termenoù teknikel int peurliesañ implijet gant strolladoù tud resis ha ne vezont ket anaouet gant an dud all dre vras. Dispeleget e vez ster ar termenoù-mañ da heul gant bep ur kinnig evit o zreiñ e brezhoneg:
Hollrevelezh (saozneg: pansexual pe omnisexual) termen bet ijinet evit ledanaat gant piv e klasker kaout darempredoù reizhel, da lâret eo gant paotred pe merc'hed kizrevel (pe nann-treuzreviadel), treuzrevel pe etrereizhel.
Damzivrevelezh pe Divrevelezh digor (saozneg: bipermissive): an termen a ra dave d'un den arallrevel dre vras digor da gaout darempredoù reizhel gant tud eus an hevelep rev pe d'un den heñvelrevel dre vras digor da gaout darempredoù reizhel gant tud eus ur rev disheñvel diouzh hec'h/e hini hep mont d'o c'hlask a-ratozh
Peurdivrevelezh (saozneg: ambisexual): tremen bet ijinet evit ledanaat gant piv e klasker kaout darempredoù reizhel hep ober diforc'h ebet hervez rev an dud.
Arallrevelezh digor (saozneg: bi-curious), peuliesañ e vez implijet an termen-mañ evit deskrivañ tud arallrevel hag a fell dezhe goût penaos e vefe mont gant un den all eus an hevelep rev.
Teirrevelezh (saozneg: trisexualtrysexual): er penn-kentañ e oa bet krouet an termen-mañ e saozneg un tammig evel ur c'hoari-gerioù, met war-lerc'h eo deuet war-wel e c'hell bezañ talvoudus evit kaozeal eus un doare reviadezh ledanoc'h evit an divreviadezh gant tud kizrevel (nann-treuzrevel) ivez.
Divrevelezh pasivel: un den divrevel pe arallrevel n'a ket da glask kaout darempredoù reizhel gant tud eus an hevelep rev met n'o ket a-enp, peurliesañ etre meur a hini war un dro hep lakaat an traoù da vont war an hent-se hec'h/e-unan
Divrevelezh aktivel: un den divrevel pe damdivrevel hag a glask a-ratozh-kaer mont gant tud eus an hevelep rev.