Anv ofisiel | Dolbenmaen, Dolbenmaen |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet |
E tiriad | Kontelezh Gwynedd |
Kontelezh istorel | Sir Gaernarfon |
Daveennoù douaroniel | 52°58′5″N 4°13′41″W |
Statud gladel | National Monuments of Wales |
Kod-post | LL51 |
Daveennoù an Ordnance Survey | SH506430 |
Dolbenmaen zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, e hanternoz Kembre.
Er gumuniezh ez eus kêriadennoù all : Bryncir, Cenin, Garndolbenmaen, Golan, Llanfihangel-y-Pennant, Penmorfa ha Pentrefelin. E 2011 e oa 1 343 a annezidi er gumuniezh ha 67,8% anezho a gomze kembraeg.
Kêr-benn cwmwd Eifionydd e oa Dolbenmaen gwechall, en XIIvet kantved[1], hag unan eus lezioù priñsed Gwynedd. E 1230 e oa bet kaset e lez gant Llywelyn Fawr da gastell Cricieth. Bremañ ne weler nemet aspadennoù eus ar voudenn-gastell, e-kichen an iliz.