Eien | Dduallt |
---|---|
En em daol e | Dee Estuary |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Kontelezh istorel | Cheshire |
Daveennoù douaroniel | 53°21′14″N 3°13′33″W, 52°49′54″N 3°45′45″W, 53°20′17″N 3°12′57″W, 52°58′23″N 3°23′43″W |
Statud gladel | Area of Outstanding Natural Beauty, Site of Special Scientific Interest |
Afon Dyfrdwy (River Dee e saozneg) zo ur stêr (afon e kembraeg) e hanternoz Kembre. Tremen a ra dre gontelezhioù Gwynedd, Sir Ddinbych ha Wrecsam e Kembre a-raok mont war-du Bro-Saoz.
Eieniñ a ra e Dduallt, 450 metr uhel en torgennoù a-us Llanuwchllyn, e kontelezh kozh Sir Feirionnydd (e Gwynedd bremañ), treuziñ Lenn Tegid, redek dre Rhaeadr y Bedol ha Llangollen, alese da Sir y Fflint a-hed harzoù Swydd Gaer e Bro-Saoz. Goude redet a-hed 113 km en em daol e bae Liverpool ; Glannau Dyfrdwy a vez lavaret eus ar vro en-dro d'an aber.