Emgann Shimonoseki 下関海戦 | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Emsavadeg Chōshū ha Kampagn Shimonoseki | |||||||
Emgann Shimonoseki : an USS Wyoming krog-ha-krog gant bigi ar c'hlan Chōshū e pleg-mor Shimonoseki | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Stadoù-Unanet Amerika | Chōshū | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
David McDougal | Mori Takachika | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
-USS Wyoming -198 martolod ha Marines |
War vor: | ||||||
Kolloù | |||||||
-1 sloop brezel labezet -4 den aet da anaon | -1 div wern d'ar strad -1 vag tan d'ar strad |
Emgann Shimonoseki, (Japaneg: 下関海戦 Shimonoseki Kaisen) a zo bet un emgann war-vor e Japan d'ar 16 a viz Gouhere 1863 o welet e krog al lestr-brezel Amerikan USS Wyoming a-enep flodad listri an daimyo Mori Takachika eus ar c'hlan Chōshū[1].
An USS Wyoming en e-benn ar c'habiten David McDougal a dagas trumm ar flodad listri japanaat (savet gant ar Stadoù-Unanet) armet ha sturiet fall. Padout a reas 2 eur o welet ar flodad japanat distrujet. McDougal a gasas daou lestr d'ar strad hag a zistrujas un trede, 40 japanat a oa bet lazhet. An USS Wyoming a oa bet tapet fall, 4 bourzhiad a oa marvet ha 7 all gloazet. Kentañ lodenn e voe d'an emgannoù a vezo e Shimonoseki anvet Kampagn Shimonoseki a zougo plas e 1863-1864 met a vezo kaset da benn gant kevredidi ar Stadoù-Unanet. Ar mare ma voe emgann Shimonoseki a voe hini fin ar ar Shogunelezh Tokugawa etre 1854 ha 1868, e-liamm gant digoradur rediet Japan etrezek ar galloudoù european hag hini Amerika .