Emgann Teutoburg a c'hoarvezas er bloaz 9, e Germania, e-kichen ar pezh a zo bremañ Kalkriese, etre kêrioù Osnabrück ha Damme.
Eno e voe distrujet teir lejion roman Publius Quinctilius Varus gant un emglev meuriadoù kaset gant Arminius. Pemzek mil soudard roman a voe lazhet. Gwall skoet e voe an Impalaeriezh roman gant ar c’heloù, pa oant boas da drec’hiñ ar pobloù all er brezelioù, ma voe anvet an emgann clades variana, "drouziwezh Varus"[1].
- ↑ Yann Le Bohec, La « bataille » du Teutoburg, Lemme Éditions, 2013, ISBN 978-2-917575-38-3.