Ergerzh

An ergerzher Kazimierz Nowak en Afrika

An ergerzh eo an obererezh klask pe beajiñ en un tachad dianav pe diaes da dizhout (war an douar, er mor, pe en egor) a-benn dizoleiñ titouroù, danvezioù pe madoù. Gallout a ra cheñch ar sell diwar-benn an ergerzh hervez an dud zo kaoz anezhe. Daoust ha gwelet e oa Kristol Goulm evel un ergerzher gant annezidi Amerika ar Su? Ha daoust ha graet e veze ergerzherien eus ar c'hentañ Afrikaned, Arabed pe Indianed a erruas en Europa gant hec'h annezidi?
En istor an denelezh ez eus bet hevelep ergerzhadegoù pe ergerzhadennoù abaoe an deroù hag en holl sevenadurioù. Peurliesañ e vez anv dreist-holl eus an ergerzhadegoù renet gant Europaiz e prantad an Dizoloadennoù bras, eus ar XVIvet betek ar XVIIvet kantved, hag a lakaas Europa da anavout ar peurrest eus ar bed, hag eus an ergerzhadegoù bras evit ergerzh skiantel ar bed. Kavout a reer ergerzherien e sevenadurioù hag e mareoù all avat.

Implijet e vez ivez ar ger ergerzh evit komz eus argadegoù kaset da benn a-enep pobloù pe strolladoù, pe broioù all hag a denn kentoc'h d'ar brezel, d'ar preizherezh, pe d'ur gest, evit d'an dizoloadennoù. Gallout a reer menegiñ e-touez an ergerzhadegoù anavezetañ c'hoarvezet en Henamzer : Ergerzhadeg an Argonaoted er vitologiezh c'hresian, Ergerzhadeg Aleksandr Veur en Henamzer, pe ergerzhadeg Mao en XXvet kantved. Anv a vo amañ da-heul eus an ergerzh er c'hentañ ster.


Ergerzh

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne