Eskern ar palv eo ar pemp askorn a zo en dorn, etre eskern an arzorn ha oeñsoù ar bizied.
Teir lodenn a ya d'ober pep askorn : ar penn (koublet ouzh an oeñs nesañ), ar c'horf hag an diaz (koublet ouzh lod eus eskern an arzorn hag eskern ar palv all).
Un torr a c'hell c'hoarvezout e gouzoug eskern ar palv (al lodenn etre ar penn hag ar c'horf) pa vez skoet gant ar meilh-dorn ouzh un dra galet.