Feur-emglev Versailhez

Feur-emglev Versailhez
peace treaty, multilateral treaty
Rann eusLeague of Nations Treaty Series, Paris Peace Conference Kemmañ
ArvezImpalaeriezh trevadennel Alamagn Kemmañ
Anv berrTreaty of Versailles Kemmañ
TitlTreaty of Peace Between the Allied and Associated Powers and Germany Kemmañ
Anvet diwarKastell Versailhez Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hHall of Mirrors, Kastell Versailhez Kemmañ
A dalv evit tiriadEuropa ar C'hornaoueg Kemmañ
Raklec'hiet gantArmistice of Compiègne Kemmañ
EmbannadurTreaty of Versailles 1919 Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg, saozneg Kemmañ
Deiziad28 Mez 1919 Kemmañ
Abeg pennañParis Peace Conference Kemmañ
EfedEil Brezel-bed Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://stadtlexikon.karlsruhe.de/index.php/De:Lexikon:ereig-0235 Kemmañ
Full work available at URLhttp://mjp.univ-perp.fr/traites/1919versailles.htm, https://dl.ndl.go.jp/pid/2954341/1/19 Kemmañ
DepositaryMont en-dro ar Stad gall Kemmañ
Effective date10 Gen 1920 Kemmañ
Sinadur ar Feur-emglev e kastell Versailhez.
The Signing of the Peace Treaty of Versailles


Feur-emglev Versailhez (galleg: Traité de Versailles) zo ur feur-emglev a oa bet sinet evit degas peoc'h etre pemp bro, Bro-C'hall, Alamagn, Breizh-Veur, Aostria ha Stadoù Unanet Amerika goude ar Brezel-bed kentañ.

Sinet e voe e 1919, goude c'hwec'h miz a gaozeadennoù e Pariz etre dileuridi eus ar broioù-se. Dont a rae da-heul an arsav-brezel a oa bet sinet e-kichen Compiègne d'an 11 a viz Du 1918. E gwirionez ne oa bet bet Alamagn o kemer perzh er c'haozeadennoù. Lakaet e voe ar vro-se da zibab etre degemer ar feur-emglev evel ma oa bet savet pe bezañ aloubet gant armeoù ar Re Gevreet. Gant ar C'hallaoued e voe lakaet Alamagn da zegemer kiriegezh deroù ar brezel. Graet e voe en doare da wanaat Alamagn, evit ma ne vefe ket gouest da stagañ gant ur brezel nevez. Armeoù Alamagn ne c'halle ket bezañ enno ouzhpenn 100 000 den, ha rediet e voent da gaout an dizober eus o listri-spluj, o c'hirri-nij hag ul lodenn vat eus o c'hanolioù. Rankout a reas Alamagn dilezel lod eus o douaroù evit gounid Bro-C'hall ha Polonia dreist-holl, kerkoulz hag o holl zrevadennoù. Rankout a reas Alamagn paeañ sammadoù bras, evit "dic'haouiñ" ar Re Gevreet diouzh an dismantroù a oa bet graet en o broioù e-pad ar Brezel-bed kentañ, e Bro-C'hall dreist-holl : 132 vilion a varkoù aour a rankent paeañ. Ne oa bet echuet peurbaeañ an dle-se nemet e 2010 !

Gwelet e voe ar feur-emglev-se gant tud Alamagn evel un "diktat" un-tu ha direizh. Diwezhatoc'h e voe un arguzenn evit nazied Adolf Hitler da gaout skoazell poblañs Alamagn evit kemer ar galloud ha terriñ "chadennoù Versailhez" evel ma lavarent.

E-touez an traoù all a oa meneget e Feur-emglev Versailhez e oa anv da sevel Kevre ar Broadoù, un aozadur a vefe dileuriet ennañ stadoù ar bed ha ma vefe kemeret divizoù evit derc'hel ar peoc'h etrezo. Ne c'hallas ket Kevre ar Broadoù mirout ouzh an Eil Brezel-bed da darzhañ, met er bloavezhioù kentañ goude sinadur Feur-emglev Versailhez e voe efedus a-walc'h.

An douaroù kollet gant Alamagn e 1919, da-heul Feur-emglev Versailhez

Feur-emglev Versailhez

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne