Galatia a oa ur vro e menezioù kreiz Anatolia e Turkia a vremañ. Bevennet e oa en norzh gant Bithynia ha Paphlagonia, er reter gant ar Pontos, er su gant Lycaonia ha Kappadokia, hag er c'hornôg gant ar pezh a chome eus Phrygia, a oa bet aloubet an hanter anezhi gant ar Gelted[1]. Ankara, kêr-benn Turkia a vremañ, anvet Ancyra gwezhall, a oa ivez kêr-benn Galatia.
En anv-se e voe lakaet Galatia abalamour d’an divroidi gelt (Galated) a deuas d’ober o annez da greiz Azia-Vihanañ hag a renas ar vro adalek an IIIde kantved kent J.-K. Graet eo bet Galia ar reter anezhi hag ar skrivagnerien latin a rae Galli (Galianed) eus an annezidi.