Geuzeg

Geuzeg
(ግዕዝ Gəʾəz)
Perzhioù
Komzet e : Eritrea
Komzet gant :
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù afrez-aziatek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -gez
ISO 639-2 -gez
ISO 639-3
Kod SIL -gez
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Genesis skrivet e geuseg

Ur yezh semitek eus isskourr yezhoù etiopek an norzh eo ar geuzeg (ግዕዝ [ɡɨʕɨz]) diorroet er penn-kentañ e-touez kouerion Uheldirioù Korn Afrika ha deuet war-lerc'h da vezañ yezh Lez Impalaeriezh Etiopia.

Ur yezh varv eo, aet da get en XIIIvet Kantved, met implijet e vez c'hoazh evel yezh sakr gant Iliz Ortodoks Tewahedo Etiopia ha gant Iliz Ortodoks Tewahedo Eritrea.

Implijet e vez ivez evel yezh sakr gant Yuzevion Etiopia (Beta Israel).

Tost-tre e oa manet fonologiezh ar geuzeg d'ar c'hentsemiteg dre vras. Kavet e vez er geuzeg kensonennoù strakal diorroet diwar ar c'henonennoù stambouc'hus semitek.

Skrivet e vez ar geuzeg gant ar skritur etiopek pe fidel bet diorroet a-ratozh evit ober gant ar yezh-se dre skrid hag en deus talvezet war-lerc'h da skrivañ an darn vrasañ eus ar yezhoù all komzet en Etiopia.


Geuzeg

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne