Greunland

Kalaallit Nunaat (greunlandeg) Grønland (daneg)
Banniel Greunland
Banniel Greunland Skoed Ardamez
Kan broadel
Nunarput utoqqarsuanngoravit

Nuna asiilasooq
Yezhoù ofisiel Greunlandeg
Kêr-benn Nuuk
Penn ar stad Frederik X
roue Danmark
Kentañ Ministr Múte Bourup Egede
Gorread
  • En holl
  • % dour

2 166 086 km²
83,1%
Poblañs 56 661(01/07/2022)[1]
Stankter 0.026 den/km²
Statud politikel Demokratelezh emren
e Danmark
abaoe 2009.
Moneiz Krone
Kod war ar Genrouedad .gl
Kod pellgomz 299

Enezenn vrasañ ar bed eo Greunland (greunlandeg : Kalaallit Nunaat ; daneg : Grønland), tost da Veurvor Arktika. War-dro 81% eus he gorread zo goloet gant skorn. Gant se emañ an annezidi o chom e kreisteiz ar vro.

Trevadennet e voe Greunland gant tud deuet eus Norvegia. E-pad meur a gantved e voe stag ouzh ar rouantelezh unanet a oa Norvegia ha Danmark ouzh hec'h ober. Hag e 1814 e chomas e dalc'h Danmark, pa voe distaget Norvegia diouzh Danmark. Dont a reas Greunland da vezañ ul lodenn da vat eus Rouantelezh Danmark e 1953. Gant parlamant Danmark (ar Folketing) e voe roet ur statud emrenerezh (hjemmestyre) d'ar vro d'ar 1añ a viz Mae 1979, ha lakaet e voe da dalvezout er bloavezh war-lerc'h. D'an 21 a viz Mezheven 2009 e voe lakaet da emrenoc'h c'hoazh[2][3].

Rouanez Danmark, Margrethe II, eo penn ar Stad.

  1. (kl) (da) (en) 'Juuli innuttaasut kingorna piffissaq'. Kavet : 01/01/2023.
  2. (da) 'Grønland går over til selvstyre'. Kavet : 08/01/2023.
  3. (en) 'Self-rule introduced in Greenland'. Kavet : 08/01/2023.

Greunland

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne