Guadiana

Ar Guadiana, e-kichen Serpa en Alentejo

Ar Guadiana (e spagnoleg hag e portugaleg) zo ur stêr a red e kreisteiz Spagn hag e Portugal hag a ra an harzoù etre an div vro-se, etre Extremadura hag Andalouzia en un tu hag Alentejo hag Algarve en tu all, betek en em deurel er Meurvor Atlantel. 742 km eo he hed.

Gant ar Romaned e oa anvet Flumen Anas, stêr an houidi. Pa voe aloubet ar vro gant muzulmaned deuet eus Norzhafrika e voe arabekaet an anv ha graet e voe anezhi Wadi Ana (diwar ar ger "wadi" a dalvez kement ha "stêr" en arabeg) ; goude-se e tremenas an anv e portugaleg hag e spagnoleg evel "Oadiana" hag e emdroas goude betek reiñ "Guadiana" e spagnoleg, evel en anvioù meur a stêr all e kreisteiz Spagn gant an elfenn guad en o deroù.

Eieniñ a ra ar Guadiana e Villarrubia de los Ojos, e proviñs Ciudad Real, en ul lec'h anvet Ojos del Guadiana ("lagadoù ar Guadiana", d. l. e. eien ar Guadiana), e 608 m uhelder. Redek a ra war-du ar gornaoueg, e rannvro Extremadura ha war-du ar c'hreisteiz goude, a-hed ar vevenn etre Spagn ha Portugal, hag e Portugal e-pad ur pennad, betek Pleg-mor Cádiz m'en em daol er mor, etre Vila Real de Santo António e Portugal hag Ayamonte e Spagn.

Bageal a c'haller warni etre ar mor ha Mértola, en Alentejo, a-hed 68 km. En aber ar stêr ez eus mirvaoù natur en em astenn war 2 089 hektar en holl : ar Marismas de Isla Cristina e Spagn hag ar Reserva Natural do Sapal de Castro Marim e Vila Real de Santo António e Portugal.


Guadiana

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne