Gwilhou Kergourlez pe Gwillou Kergourlez (Guillaume Kergourlay en ti-kêr), ( 23 a viz Kerzu 1926 en Eliant (Breizh)-8 a viz Du 2014 e Bessy-sur-Cure en Yonne (Bro-C'hall) a zo bet skrivagner evit ar c'hoariva ha c'hoarier teatr koulz e galleg hag e brezhoneg.
Paotr an douar eo bet da zigentañ Gwilhou Kergourlez a-raok kemer perzh er J.A.C. (Yaouankizoù kristen ar maezioù) ha dont da vezañ prezidant evit Penn-ar-Bed. D'ar mare-se, goude ar brezel, e reer kalz gant ar c'hoariva evit heñchañ ar re yaouank da vont war-raok gant ar modernaat. Setu peget viruz ar c'hoariva e penn Gwillou a ya kuit da Bariz da zeskiñ ar vicher komedian. Met lemm eo e bluenn hag e krou ur pezh kentañ e 1958 "Les deux ogres ou le coup de soleil". Berzh a ray gant pezhioù e-giz "Credo Sauvage", "Tard dans la Nuit", "La Chasse Présidentielle" krouet e Roazhon e 1975. Ar fed da labourat e Breizh a lak anezhañ da glask e awen e hengoun e bobl. E bezhioù-c'hoari a vo lakaet e brezhoneg ha c'hoariet ur bern e Breizh gant Teatr Penn ar Bed renet gant Remi Derrien. Bitekle (1978), Dahud (1981), 'Benn warhoaz vo deiz c'hoaz (1992). E 1989 e kemer perzh e lidoù Pemp kant bloavezh Chapel Intron Varia Kerzevot en Erge-Vras. Krouiñ a ra ur pezh lennet "Bosenn Eliant" ur rapsodia, sonerezh gant Michel Boedec. Aet eo war e leve e Bourgogn e 1994 lec'h en deus skrivet e eñvorioù en ul levr plijus ken-kenañ : "Au pays des vivants et des morts" lec'h e kont buhez an dud e Bro Eliant a-raok ar brezel. Skrivet en deus barzhonegoù ha danevelloù war an diwezh ha eñ mervel da 88 vloaz e Bro Vourgogn, d'an 8 a viz du 2014. Ur romant diwar e zorn ha diwar dorn e wreg al livourez Nina Vidrovitch a zo bet embannet e diwezh 2018. Kontañ a reont doare tud eus metou an arzourien e Pariz deuet da gemer perzh er Rezistañs e Kernev-Izel e-pad ar brezel bed diwezhañ.