| |||||
---|---|---|---|---|---|
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Urzhad : | Caryophyllales | ||||
Kerentiad : | Polygonaceae | ||||
Genad : | Fagopyrum | ||||
Anv skiantel | |||||
Fagopyrum esculentum
Moench | |||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar gwinizh-du (distaget [ˌgwinisˈtyː], [ˌgɥinisˈtyː], pe [d͡ʒɥinɛxˈtyː]), pe ed-du (distaget [eˈtyː]), Fagopyrum esculentum, a zo ur blantenn gounezet hag a renker e familh ar poligonakadezed. Gwelet eo evel unan eus an edoù (el liester e vez lavaret an ed-du), met n'eo ket ur geoteg evel an ed all.
Anvet eo ar sarrazin e galleg hag an trigo sarraceno e spagnoleg ha portugaleg, rak anavezetoc'h eo bet e Kornôg Europa e mare an aloubadegoù arab (VIIIvet kantved goude Jezuz-Krist) pa oa boued pennañ al luioù muzulman (sarrazined a veze graet anezho ivez).