Al kizherenneg koreanek, anvet hangeul (한글, hervez romanekadur standard[2]) e Sukorea[3] ha Chosŏn'gŭl e Norzhkorea, eo ar doare-skrivañ ofisiel a vremañ evit ar c'horeaneg[4][5][6]. Al lizherennoù evit ar pemp kensonenn diazez a glot gant stumm organoù ar gomz a vez implijet da zistagañ anezhe, ha kemmet e vezont en un doare sistematek da verkañ perzhioù fonetek. Er memes doare, lizherennoù ar vogalennoù a vez cheñchet en un doare sistematek evit ar sonioù tost[7]{[8][9]. Deskrivet eo bet evel ul "lizherenneg silabennek", rak ober a ra gant perzhioù an doareoù-skrivañ alfabetek ha silabennek, daoust ma n'eo ket dre ret un abugida[10][11].
E Norzh Korea e vez implijet al lizherennoù hangeul nemetken abaoe 1949, met e Su Korea e kendalc'her da skrivañ ar c'horeaneg gant sinalunioù kemmesket gant ar skritur hangeul.
Krouet e oa bet ar skritur hangeul a-ratozh-kaer gant ar roue Sejong, e 1443 en ur striv evit kreskiñ niver an dud a ouie lenn ha skrivañ. Ar pal a oa e lakat da vezañ implijet war un dro gant an hanja, an doare-skrivañ logografek sinat-ha-koreat a oa bet implijet da skrivañ koreaneg ken abred hag ar prantad Gojoseon, pe en e lec'h[12][13] . Da gentañ e voe kondaonet gant ar sklisennad desket e Korea hag abeg e veze kavet ennañ. Dont a reas an doare-skrivañ-se da vezañ anavet evel an eonmun ("doare-skrivañ ar vro" 언문, 諺文) hag e teuas da vezañ an doare-skrivañ pennañ e Korea dekvloaziadoù goude dizalc'hiezh Korea diouzh Japan hepken, e-kreiz an XXvet kantved[14]. Er penn-kentañ e oa bet anvet hunmin jeong-eum (훈민정음; 訓民正音 pe «sonioù reizh evit deskiñ d'ar bobl») ha betek 1910 e veze graet outañ 正音 cengum («sonioù reizh»), 언문 諺文 ŏnmun («skritur izel»), 國믄 kwukmun («skritur broadel») pe c'hoazh amkeul (암클 «skritur ar maouezed») pe ahae(t)geul (아햇글 pe 아해글 «skritur ar vugale»). Ijinet eo bet an anv hangeul («skritur meur» e hengoreaneg ha «skritur koreanek» e koreaneg a-vremañ) gant ar yezhoniour korean Ju Si-gyeong e 1912.
E Norzh Korea e vez anvet chosŏn'gŭl (조선글), "skritur koreanek", pe 우리글자 uri gŭlja "hon skritur" ken en norzh hag er su.
Damheñvel eo ar skritur hangeul ouzh ar sinalunioù (anvet hanja e koreaneg) rak renket e vez lizherennoù ar hangeul e bloc'hadoù silabennek karrezennek, da skouer :
E gwirionez avat, int doareoù-skrivañ disheñvel-mik an eil diouzh egile rak an hangeul zo un doare-skrivañ hag a dalvez da ziskouez an doare ma vez distaget ar gerioù kentoc'h evit o ster.