An harz pep tra pe degouezh a laka traoù pe dud da chom a-sav. Diwar ar ster pennañ e teu meur a implij. Pa vez lakaet un harz d'un den e lavarer eo bet harzet ha peurvuiañ gant tud o deus diskouezet o nerzh pe o aotrouniezh evit rediañ an hinienn da vont ganto. A wechoù e vez lakaet un harz da red an traoù, da lavaret eo e mirer an traoù rakwelet da vont pelloc'h. Da skouer pa vez tennadegoù gant armoù-tan e c'hell bezañ divizet ma vo lakaet un harz d'an tan, kaout un emglev evit ma vo un harz-tan.
Koulskoude, unan eus an implijoù brasañ a zo en douaroniezh pa vez kaoz eus ur skoilh pe eus un diforc'h a ya da cheñch ar vuhez. Un harz douaroniel a c'hell bezañ fetis (ur stêr, ur menez, ur c'hoad) pe difetis (levezon un hinad. Un harz velestradurel pe bolitikel (etre ar riezoù) a c'hell bezañ termenet ivez diwar ar fed ma 'z eus un dra fetis e lec'h-mañ-lec'h.