Hent Sant-Jakez | |
---|---|
Kreiz Hent Sant-Jakez gwelet eus dezerzh Atacama, Chile | |
Arselladur (Grez J2000) [1] | |
Steredeg | Saezhataer |
Hedkorn | 17 h 45 mn 40.03599 s |
Hed | 7,935 - 8,277 kpc 25,881–26,996 bg |
Deskrivadur | |
Doare | SAB(rs)bc II |
Treuz | 26,8 ± 1,1 kpc (87 400 ± 3 600 bg) |
Tolz | 1,15 x 1012 M☉ |
Kantennoù | • Moan ;220 - 450 pc (718 - 1 470 bg) • Tev : 2,6 ± 0,5 kpc (8 500 ± 1 600 bg) |
Kornfiñvad | ~1×1067 J·s (= kg·m2·s-1) |
Troiad an droellenn | 220 - 360 x 106 vloaz |
Troiad ar varrenn | 160 - 180 x 106 vloaz |
Troiad an Heol | 212 x 106 vloaz |
Tizh en egor | 552,2 ±5.5 km/s |
Hent-sant-Jakez, Bali Sant Jakez pe c'hoazh Karront-sant-Jakez eo anv ar c'halaksienn m'emañ koskoriad an Heol, hag an Douar eta. Gallout a reer gwelet ul lodenn anezhi pa ne vez ket goloet an oabl ha pa vez bihan ar gouleier, en trovanoù peurgetket, dindan stumm ur vandennad stered sklaeroc'h en oabl diouzh an noz.
Abalamour m'emaomp enni, war he lez da vezañ resisoc'h, ez eo diaes gouzout resis petore stumm zo dezhi. Gouzout a reer avat ez eo heñvel a-walc'h ouzh NGC224, ar c'halaksienn Andromeda. Ur c'halaksienn droellennek eo eta, met diaes eo gouzout hag-eñ ez eo ur c'halaksienn droellennek ordinal pe ur c'halaksienn droellennek sparlet, rak e 1999 ez eus bet kavet ur varrenn vihan en he c'hreiz. Diaes eo ivez gouzout peseurt troellenn eo ("a", "b" pe "c" hervez derez digoradur ar brec'hioù) peogwir ne c'haller ket gwelet hor galaksienn diouzh an diavaez. Arguzennoù disheñvel a bouez evit brec'hioù kentoc'h serr ("b") pe kentoc'h digor ("c"). Termenet eo eta evel ur c'halaksienn eus ar seurt S(B)bc.
Stumm ur bladenn he deus dre vras, dezhi 25 000 parsek[2] treuzkiz gant ur voull er c'hreiz, kelc'hiet e-unan gant ur rodenn sferek 30 kiloparsek treuzkiz, rouesoc'h ar stered enni.
Etre 100 ha 400 milmilion a stered zo enni, an heol en o mesk, ha 100 milmilion a blanedennoù d'an nebeutañ. He zolz a vefe meur a kantad miliard brasoc'h eget hini an Heol.
Ne veze roet an anv « Hent-Sant-Jakez » nemet d'al lodenn eus hor galaksienn a c'haller gwelet gant an daoulagad da gentañ,ar vandenn arwenn-se a weler en oabl diouzh an noz hag zo treset gant kantenn ar c'halaksienn e gwirionez, met implijet e vez bremañ da envel holl hor galaksienn.
Lec'h an Heol er c'halaksienn |