|
Herri VIII Tudor, bet ganet d'an 28 a viz Mezheven 1491 ha marvet d'an 28 a viz Genver 1547 a voe roue Bro-Saoz adalek an 21 a viz Ebrel 1509 (kurunennet d'ar 24 a viz Mezheven) betek e varv. Roue Iwerzhon e oa ivez, titl roet dezhañ gant breujoù Iwerzhon en 1541, pa oa bet anvet Aotrou Iwerzhon a-gent. Dug York e oa ivez, ha priñs Kembre abaoe marv e vreur henañ Arzhur Tudor e 1502.