Hippokrates Kos pe Hippokrates (henc'hresianeg: Ἱπποκράτης Hippokrátēs), ganet war-dro -460 en enez Kos, da vare Kantved Perikles, ha marvet war-dro -370 e Larissa, a oa ur mezeg en Henc'hres. Gwelet e vez evel ur mezeg eus ar re vrasañ en istor ar vezegiezh. Kinniget eo evel tad mezegiezh broioù ar c'hornôg[1],[2],[3] abalamour d'ar pezh en deus degaset d'an danvez-mañ evel diazezer ar Skol vezegiezh hipokratek. Ar skol-mañ a dreuzfurmas a-grenn ar vezegiezh en Henc'hres, oc'h ober anezhi un danvez a-ziforc'h, disheñvel diouzh an danvezioù all a veze liammet outi da gustum (teürgiezh ha prederouriezh peurgetket), hag ur vicher wirion[4],[5].
Koulskoude e vez mesket alies oberoù saverien ar C'horpus hag implijerien ar vezegiezh hipokratek, ha re Hippokrates e-unan. Anavezout a reer nebeut-kenañ eus ar pezh en deus soñjet, graet ha skrivet Hippokrates. Lod a ra ivez kentañ mezeg an istor eus Imhotep eus Henegipt. Taolennet e vez Hippokrates peurliesañ evel skouer ar vezeien. Krediñ a reer en dije lakaet studi reizhadek ar vezegiezh klinik d'ober araokadennoù bras, o tiverrañ anaoudegezh ar skolioù mezegiezh a oa bet en e raok, hag o kemenn doareoù ober divezel d'ar vezeien er C'horpus hipokratek hag en oberennoù all[4][6].