An hudouriezh, eo an holl oberennoù ereet ouzh ar c'hredennoù pe al lidoù, arveret en ur soñjal e c'hallfent dazverañ boudoù pe nerzhoù naturel pe dreistnaturel. Dre an amzer e tispartias an hudouriezh diouzh pleustroù arall evel ar relijion pe ar skiantoù.
Ar sell war ar pleustr-se en deus kemmet meur a-wezh hervez ar mareoù istorel. Hogen hiriv an deiz c'hoazh e vez arveret an hud evit paloù relijiel pe mezegel e meur a sevenadur".[1]
E sevenadur ar C'hornôg e oa ereet an hud ouzh menozhioù ar re all, an estren, hag ar brimitivelezh. Se a dalve diforc'hioù sevenadurel bras. Etre diwezh an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved e veze gwelet an hudouriezh gant ar re ouiziek evel ur pleustr hag a glot gant ur mank a spered hag ereet ouzh strolladoù marzelaet.
Er relijionoù okult pe nevezpagan, e vez graet hudour pe sorserez eus izili ar strollad hag ingal e vez arveret hud lidel; o taolennañ an hud evel ur moian d'un den bennak plegiñ ar bed gwirvoudel diouzh nerzh e youl e-unan. An termenadur-mañ a voe poblekaet gant Aleister Crowley (1875–1947),hag a oa un amguzhour breizhveuriat. Meur a relijion (evel ar Wicca pe ar satanazegezh LaVeyan) ha reizhiadoù hudek (evel hud ar c'haos) o deus heuliet ar soñj-se.