Imhotep

Imhotep
M18mR4

Imhotep (henegipteg ii-m-ḥtp, *jā-im-ḥatāp da lâret eo "An hini a zeu e peoc'h") a oa ur gouizieg egiptat,[1] hag a servije ar faraon Djoser, evel kañseller da vare an IIIde tierniezh hag a oa beleg bras doue an heol (Ra) en Heliopolis. Sellet e vez outañ evel ar c'hentañ ijinour, tisavour ha fizikour en istor zo anavet dre e anv[2]. Roll klok e ditloù a oa : Kañseller faraon Goueled Egipt, an hin kentañ goude faraon Gorre Egipt, merour ar palez bras, noblañs dre hêrezh, beleg bras Heliopolis, saver, penn ar gilvizien, penn ar gizellerien ha saver listri bras. Imhotep a oa unan eus an nebeut tud vev a oa diskouezet war delwenn ur faraon. Emañ e-touez un dornad tud a oa lakaet e renk an doueed goude o marv en Henegipt. Emedo kreiz e gehelerezh e Menfis. Adalek ar c'hentañ c'hentañ marevezh etre e oa sellet outañ ive evel ur barzh hag ur prederour. Graet e veze anv eus e gomzoù e barzhonegoù : "Klevet em eus gerioù Imhotep hag Hordedef ...."[3]

Abaoe an henamzer ne ouzer ket ken e-pelec'h emañ bez Imhotep[4] ha n'eo ket bet adkavet c'hoazh, daoust d'ar strivoù a oa graet. Emeur a-du peurliesañ evit lavaret emañ e Sakkara.

  1. The Egyptian Building Mania, Acta Divrna, levrenn III, IVe embannadur, miz Genver 2004.
  2. William Osler, The Evolution of Modern Medicine, Kessinger Publishing 2004, p.12
  3. Barry J. Kemp, Ancient Egypt Routledge 2005, p.159
  4. The Harper's Lay, 2000 kent J.-K.

Imhotep

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne