Impalaer

Impalaer
titl noblañs, karg, micher
Iskevrennad eusmonark Kemmañ
Honorific prefixImperial Majesty Kemmañ
A dalv evit tiriadtalvoud dianav Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Categories named after emperors Kemmañ

Impalaer zo un titl roet da lod renerien pe rieien, diwars titl an imperator a veze roet d'ar jeneraled kozh en Henroma pa oant bet trec'h war enebourien o bro.

Ar stêr "penn uhel-tre" zo bet hini penn ar riez roman pa oa aet ar Republik roman da get e kreiz ar I kantved kent Jezus-Krist. Ar rieg mod-nevez a zlee kaout pep a ditl uhel : koñsul hag imperator (trec'her) hep ehan.

Augustus ("An hini benniget") zo bet gwelet evel ar c'hentañ impalaer roman, a renas eus 27 KJK betek e varv e 14 goude JK. Titloù all estreget impalaer hag augustus a yae gant hini an impalaer roman : kaesar ha prinkeps, met kavet e vez anvioù all e broioù henc'hresian : basileus, autokrat, sebastokrat.

E broioù slav e kaver tsar, diwar kaesar. En Iran (Persia gwechall) ez eus bet un Roue ar Roueed en Henamzer hag ur Shah e-pad mareoù an Istor modern ha kempredel.

Ne chom impalaer·ez ebet hiziv nemet e Japan ; mikado eo e ditl. Biskoazh n'eus bet kalz galloud gantañ, dre ma oa an holl c'halloudoù bedel gant ar shoguned, ha nebeutoc'h c'hoazh abaoe diwezh an Eil Brezel-Bed ha faezidigezh Japan e 1945.


Impalaer

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne