Kabbala

Gwezenn ar Vuhez, gant Athanasius Kircher (1602-1680).

Ar C'habbala, Kabala pe Kabalah ((he) קַבָּלָה, ger-ha-ger "degemer, hengoun" pe "klotañ"), zo un hengoun ezoterek hag ur skol-preder e kevrinegezh yuzev], kinniget evel « Lezenn dre gomz ha kuzh » roet gant YHWH (Doue) da Voizez war ar Menez Sinai, war un dro gant al « Lezenn skrivet publik » (an Torah). Ar C'habbala zo un aridennad kelennoù ezoterek a glask displegañ darempred Doue, an Ein Sof (אֵין סוֹף, "An hini difin") digemm, peurbad ha kevrenus, ouzh an hollved marvus a zo ur fin dezhañ hag a zo krouidigezh Doue.

Hervez Georges Lahy eo ar C'habbala « ment diabarzh an Torah, a glot gant ar sod (an anaoudegezh kuzh) eus pevar live diabarzh an Torah (anavet evel pardès) ».


Kabbala

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne