Kafr Kana (anvet ivez Kefar Kenna) zo ur gêr arabek a 18 000 a dud (e 2006), 7 kilometrad diouzh Nazaret, e Galilea (Israel).
Ar gêr-se a vefe Kêr Gana en Aviel sant Yann (2, 1-11) : e Kana eo e kemeras perzh Jezuz en un eured gant e vamm hag e ziskibien, hag e reas e vurzhud kentañ o cheñch an dour e gwin. Div iliz a zalc'h ar soñj eus ar burzhud-se, un iliz c'hresian ortodoks hag iliz ar Frañsezidi.