LFE – niverenn | 123 |
LFE – unicode | ʀ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | R\ |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn huged dre froumal mouezhiet treuzskrivet [ʀ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 123.
Kavet e vez ar fonenn-mañ evel distagadur unvan pe rannyezhel ar gensonenn "r" meur a yezh disheñvel war a seblant diwar levezon ar galleg, en o zouez: ar brezhoneg, an alamaneg unvan hag an darn vrasañ eus ar rannyezhoù alamanek, rannyezhoù izelvroek, rannyezhoù 'zo eus norzh Italia, rannyezhoù svedek e su ar vro, rannyezhoù norvegek, an daneg unvan ha portugaleg Europa unvan (distagadur kreñv, d.l.e "rr" pe e dibenn ur ger), meur a rannyezh euskarek komzet en Iparralde (distagadur kreñv) hag en hebraeg unvan komzet e Stad Israel peurliesañ.