Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn silabennek (saoz.: syllabic consonant) evit komz eus ur gensonenn a c'hall talvezout da silabenn drezi hec'h-unan fenn pe c'hoazh da graoñiell ur silabenn.
Hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel e vez implijet ar sin diakritek ispisial < ̩> skrivet dindan ur gensonenn evit diswel eo silabennek.
E brezhoneg unvan ne gaver kensonenn silabennek ebet nemet ma vefe evit onomatopia, da skouer:
Setu e nebeud skouerioù diwar yezhoù ar bed ma vez implijet kensonennoù silabennek gante en un doare boaz:
E yezhoù all, en o zouez en tacheliteg ar yezhoù salichek hag ar yezhoù wakachek e kaver ivez kensonenn dre serriñ (saoz. obstruent) hag a c'hell bezañ dielfennet evel kensonennoù silabennek, da skouer e bellakouleg ([pʰtʰkʰtsʰ]):
E sinaeg manadrinek unvan e kaver elfennoù deskrivet peurliesañ evel "vogalennoù dre daravat" (saoz. fricative vowels) hag a c'hell bezañ dielfennet a-hend-all evel kensonennoù dre daravat (saoz. fricative consonant), da skouer: