Kilogramm

Ar c'hilogramm (simbol: kg) eo an unanenn SI diazez evit ar mas. Dre dermenadur ez eo kevatal gant mas pimpatrom etrebroadel ar c'hilogram, anezhañ ur granenn platin iridiet (90 % platin ha 10 % iridiom), 39 mm he diametr ha 39 mm hec'h uhelder, ha disklêriet unanenn vas SI abaoe 1889 gant Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM).

Bez' ez eo an unanenn SI diazez nemeti a ra gant ur rakger [1]. Ul lieskement eus ar gramm eo: 1 kg = 1 000 g.

Bez' ez eo ivez an unanenn SI nemeti a zo termenet c'hoazh gant ur stalon danvezel ha n'eo ket gant ur perzh diazez eus ar fizik. Miret e vez ar pimpatrom-se dindan tri c'hloc'h gwer siellet ha na vez tennet er-maez nemet evit ober stalonadennoù (ar pezh a zo c'hoarvezet teir gwezh hepken abaoe ma'z eus anezhañ). Daoust d'an diwalloù-se ez eo variet mas ar pimpatrom eus un nebeud mikrogrammoù dija.

Padal, abaoe m'eo bet termenet talvoudoù digemmennoù Josephson (CIPM (1988) Erbed 1, PV 56; 19) ha von Klitzing (CIPM (1988), Erbed 2, PV 56; 20) gant an SI, e c'heller ober gant an daou dalvoud-se (KJ = 4,835 979×10+14 Hz/V hag RK = 2,581 280 7×10+4 Ω) ha gant termenadur an amper evit termeniñ ar c'hilogramm evel-henn :

Ar c'hilogramm eo ar mas a vefe buanaet eus 2×10-7 m/s² rik ma vefe sujet d'an nerzh dre vetr etre daou gonduer parallelek, eeun, anfin o hirder, disterdra o zroc'h kelc'hiek, lakaet war-hed ur metr an eil diouzh egile er goullonder, hag a dremen drezo ur red elektrek digemm a 6,241 509 629 152 65.1018 karg elfennel dre segondenn rik.


Graet eo vez ivez gant an unanennoù-se war dachenn ar relativelezh strishaet e-giz unanennoù energiezh (dre al liammadenn E=mc²).


Kilogramm

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne