Korrblanedennoù, pe planedennoù-korr[1], a reer eus ur rummad korfoù-egor hag a gelc'htro en-dro d'an Heol.
Diazezet eo bet ar rummad-se e-kerzh emvod meur an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel e Praha d'ar 24 a viz Eost 2006.
Ur gorrblanedenn n'eo ket ur blanedenn.
An hini fetisañ eus ar c'horrblanedennoù-se eo Eris. Met Ploudon hag a zo ur gorrblanedenn ivez, a zo brasoc'hik un tamm; un divgorrblanedenn eo e gwirionez gant he loarenn C'haron.