Laser | |
Redadeg Laser | |
Fardaj : | cat-boat |
---|---|
Savour : | Bruce Kirby |
Penn-kentañ : | 1970 |
Hirder : | 4,23 m |
Ledander : | 1,42 m |
Kalandour : | 0,787 m |
Diblasadur : | 59 kg |
Goueliadur : | 7,06 m² (Standard) - 5,7 m² (Radial) - 4,7 m² (4.7) |
Bourzhiad(où) : | 1 |
Al Laser zo un driver poblek-kenañ. Gant un den hepken e vez sturiet. Treset eo bet gant Bruce Kirby, en deus lakaet ar pouez war ar blaended hag an dreistded.
Emañ al Laser e-touez ar bagoù skignet ar muiañ er bed, 180 000 bag o vezañ bet savet a-raok 2006. Graet he deus berzh abalamour d'he eeunded, d'he soluted hag dre ma'z eo bet kemeret gant kenstriverien ar redadegoù a blije dezho hec'h unrizhded : heñvel-rik eo an holl vagoù, hag implij a ra ar genstriverien ar memes kouc'h ha pezhioù gwern pourvezet gant an hevelep saver, un nebeud kemmoù displeget splann er jaoj a c'heller kaout.