Ul lenn vras er c'hreisteiz d'al Liger e Bro-Naoned eo al Lenn Veur (galleg: Grand-Lieu er vro; Lac de Grand-Lieu stumm lennek).
Kemm-digemm eo gorread al Lenn Veur : 62,92 km², met etre 35 km² en hañv ha betek 65 km² er goañv.
Bas eo al lenn, pa 'z eo 1,60 m he donder keitat, 4 m d'an donañ.
Pinvidik eo an natur eno, koulz e-keñver al loened hag ar plant. Ur mirva naturel zo eno ivez, a zo meret gant hemolc'herien. Lenn vrasañ Breizh eo a-bell, hag unan eus lennoù brasañ plaenennoù Europa ar C'hornaoueg.