Al lizherenn a zo anezhi ur merk, unan hepken pe genaozet gant unan all, skrivet evit aroueziañ ur fonem a vez klevet en ur yezh bennak. Lavaret e vez eo treuzskrivet ar fonem evit sevel ur skrid gant pep a lizherenn a vez da lakaat diouzh red an fonemoù a ya d'ober strolladigoù fonemoù, da lavaret eo unanderioù bihannoc'h a zo er frazennoù, ar gerioù, ar re-se elfennoù ar c'homzoù.
Pa vez e pep yezh un niver termenet fonemoù e c'heller kaout un niver termenet lizherennoù (pe koubloù lizherennoù) evit bezañ gouest treuzskrivañ n'eus forzh peseurt komzoù. Heuliadenn dermenet al lizherennoù a zo evit ur yezh a zo al lizherenneg.