Llai (skrivet Llay e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. Emañ e-kichen Gwersyllt ha Gresffordd. Betek ar bloavezhioù 1960 e oa Llai ur gêriadenn mengleuzierien, pa oa an darn vrasañ eus an annezidi o labourat e mengleuz glaou an tolead.
E 2011 e oa poblet gant 4 814 a dud, ha 506 anezho (10,9%) a oa kembraegerien[1].