Llanefydd, pe Llannefydd, zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh e hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Ur gêriadenn vihan eo, er gwalarn da gêr Dinbych hag er mervent da Llanelwy.
Un tammig er gwalarn da Llanefydd emañ torgenn Mynydd y Gaer, warni ur c'hreñvlec'h kozh, eus Oadvezh an Houarn.
E 2011 e oa poblet gant 590 a dud, ha 348 anezho (60,9%) a oa kembraegerien[1].