Llanerfyl zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ hanter-hent etre Y Trallwng er reter ha Dolgellau er c'hornôg.
Redek a ra ar stêr Banwy hebiou ar gêriadenn, war-zu Y Trallwng.
Gouestlet eo an iliz da santez Erfyl/Eurfyl. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn ar santez-se, kontañ a reer e oa merc'h da Sant Padarn. En iliz ez eus un dar gozh (eus ar 5vet pe 6vet kantved) ha warni un enskrivadur e latin :
Eus Llanerfyl eo genidik ar ganerez ha telennourez Siân James.
E 2011 e oa 406 a dud o chom e kumuniezh Llanerfyl ha 223 anezho a oa kembraegerien (56,5%)[2].