Llangwm zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e gevred Sir Conwy, e hanternoz Kembre.
E kombod Uwch Aled e oa Llangwm er Grennamzer. E-barzh Sir Ddinbych eo bet hag e Clwyd goude.
Ur wazh-dour a red dre ar gêriadenn, kent en em deurel er stêr Ceirw. Er c'hreisteiz ez eus torgennoù hag an hini uhelañ anezho eo ar Foel Goch (611 m).
Ur voudenn-gastell eus ar Grennamzer zo, anvet Tomen Maesmor.
Evel en daou lec'h all anvet Llangwm e Kembre eo gouestlet an iliz-parrez da sant Jerom. Met da gentañ e oa bet gouestlet da Sent Gwynog ha Noethan, mibien sant Gweltaz[1].
E 2011 e oa poblet gant 470 a dud, ha 284 anezho (61,5%) a oa kembraegerien[2].