Ul loch, ul lochenn, ul log, ul logell, zo ur seurt ti dister, e koad alies gwechall, ma vez lakaet tud, pe loened, pe traoù d'o gwaskediñ diouzh ar glav hag an avel.
Graet e vez ivez gant gerioù evel kabanenn (ur ger a orin provañsek), ha kombod : e-barzh ar marvailh Kristof, gant Troude ha Milin, e weler ar roue Grallon o lakaat ober ur c'hombod koad da lakaat e verc'h Ahez, he fried Kristof, hag o mabig.
Arouez ar baourentez eo al loch. E Breizh eo koadourien ha glaouerien a veze o chom e lochennoù, ha brudet fall e vezent alies.