Loudun

An "Tour Karrezek", un aspadenn eus kastell kozh Loudun

Loudun zo ur gumun eus kornôg kreiz Bro-C'hall, e departamant Vienne e rannvro velestradurel Akitania-Nevez, nepell eus departamantoù Deux-Sèvres, Maine-et-Loire hag Indre-et-Loire. Gwechall e oa e Gevred Anjev, war harzoù Poatev. E 30 km da Su Chinon emañ, ha 25 km da Reter Thouars.

Ur c'hastell a oa hag a voe distrujet gant Richelieu, ha ne chom nemet dismantroù anezhañ. En-dro d'ar c'hreiz-kêr emañ mogerioù-kreñv. Brudet eo ar c'hêr evit he glad istorel ha sevenadurel : dismantroù ar c'hastell kozh, an Tour Karrezek, ar straedigoù krennamzerel, ar c'havioù kebell-touseg ha gwin, hag ar mirdi Renaudot.

E su Loundun emañ lec'h-orin kalz Akadianed, ar re a ziavezas Bro-C'hall Nevez e Kanada.


Loudun

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne