Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Pempvet miz ar bloaz eo miz Mae hervez an deiziadur gregorian.
Gwechall e oad kustum, e meur a vro en Europa, da blantañ ur « wezenn miz Mae » evit lidañ distro an delioù er gwez. E Kontelezh Nisa e weled plac'hed ha paotred o « treiñ ar Mae » ouzh son ar pif hag an daboulin, da lavarout eo dañsal koroll-tro miz Mae en-dro d'ar wezenn plantet war leurgêr ar gêriadenn[1].