Ur yezh sinek-tibetek eus skourr ar yezhoù sinaek eo ar mandarineg (sinaeg hengounel : 官話 ; eeunaet : 官话 ; Hanyu Pinyin : Guānhuà, da lavaret eo "yezh ofisiel"), anvet beifanghua ivez (sinaeg : 北方方言; Hanyu Pinyin : Běifāngfāngyán, da lavaret eo "rannyezh[où] an hanternoz").
Ar yezh sinaek komzet ar muiañ e Republik Pobl Sina hervez an niver a gomzerien eo ar mandarineg, pa'z eo yezh kentañ 940 milion a dud (2021) hag eil yezh 200 milion a dud[1].