Mari (pe Maria a-wechoù) zo un anv-badez brezhonek roet d'ar merc'hed e Breizh, diwar anv ar Werc'hez Vari, a zeu eus an hebraeg מִרְיָם (Maryam). Betek an XXvet kantved e oa, gant Anna, an anv roet ar muiañ d'ar merc'hed.
Alies ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv-badez, koulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed: e-touez an anvioù roet stank e kaver evel-se Anna-Mari pe Anna-Vari, ha Marianna, e-kichen Yann-Vari, Pêr-Vari.
E Bro-Spagn ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv d'ar baotred, ha stankoc'h c'hoazh eno Jose Maria, pe Juan Maria.