Ar vilgin eo al lodenn eus an dilhad a wisk ar vrec'h. Milginoù hir ha berr a zo. Dilhad zo a vez milginoù hir outo: mantelloù, dilhad-glav, dilhad-erc'h. Dilhad zo a vez milginoù berr outo: rochedoù, hivizoù. Dilhad divilgin zo ivez.
Pa vez komzet eus ur bragoù e vez graet anv eus garennoù, ha n'eo ket milginoù.