Rann eus | Meurvor Norzh Atlantel, Mediterranean Sea Area |
---|---|
Diskarg al lenn | Bosfor |
Anvet diwar | du |
Daveennoù douaroniel | 43°24′36″N 34°15′36″E |
A zo stok ouzh | Autonomous Republic of Crimea, Bulgaria |
Staget ouzh | Mor Marmara |
Ur mor kreizkevandirel eo ar Mor Du gant riezoù Europa hag Azia tro-war-dro: Ukraina ha Rusia en norzh, Jorjia er reter, Turkia er su, Bulgaria ha Roumania er c'hornôg. Mor Azov zo ur mor bihan en hanternoz enklozet gant ledenez Krimea. Gorread an daou vor a zo 461 000 km², ennañ 38 000 km² evit mor Azov.
Daou strizh-mor (ar Bosfor hag an Dardanelloù) hag ur morig etrezo, Mor Marmara, a lez un hent betek Mor Egaios p'emañ strizh-mor Kertch etre ar mor Du ha mor Azov.
Meur a stêr a ya ennañ ken n'eo ket gwall sall dourioù ar mor. Ar stêrioù pennañ eo ar Boug, an Dniepr, an Dniestr, an Danav, ar Stêr Ruz (Kizil Irmak), ar Rioni hag ar Sakarya.