E deun ar meurvorioù |
Lamm-dour Shaki, Armenia |
Ar menez-tan Galunggung, Jawa |
Bachalpsee, Suis |
An natur eo hollad an traoù zo en hollved ha n'int ket bet krouet pe ijinet gant mab-den. Traoù evel an amzer a ra, ar boudoù bev, an douar hag ar stummoù anezhañ (menezioù...), korfoù an oabl, ha kalz a draoù all c'hoazh a zo lodek en natur. Kement tra fizikel a zo natur, hag ar vuhez ivez. Ar skiantourien a bled gant studi an natur. Graet e vez "skiantoù an natur" eus ar studi-se, ha meur a seurt a zo, da skouer e studi an ekologiezh ar plant hag al loened evel un hollad, tra ma studi ar vevoniezh al loened pe ar plant drezo o-unan, hini-ha-hini.