Nevezamzer

Carl Larsson, Våren (Nevezamzer), 1907

An nevezamzer zo unan eus ar peder rannvloaz en hinbarzh kerreizh, ar maread ma'z a an hinad eus ar goañv d'an hañv. E-keñver ar steredoniezh e krog an nevezamzer e broioù ar C'hornôg da gedez an nevezamzer (war-dro an 20vet a viz Meurzh e Hanterzouar an Norzh hag an 23vet a viz Gwengolo e Hanterzouar ar Su) hag e vez echuet da vare ar goursav-heol (war-dro an 21vet a viz Mezheven e Hanterzouar an Norzh hag an 21vet a viz Kerzu e Hanterzouar ar Su).
Ne vez ket kavet ar boazioù-se e pep lec'h, rak gant ar Gelted kozh ha c'hoazh hiziv an deiz en Iwerzhon e vez kontet C'hwevrer, Meurzh hag Ebrel en Nevezamzer, pa vez gwelet deiz ar gedez evel kreiz an Nevezamzer gant ar steredoniourien mod-kozh e Sina. E-keñver an oablouriezh e vez kontet Meurzh, Ebrel ha Mae en o fezh evel an nevezamzer e hanterzouar an Norzh ha Gwengolo, Here ha Du e Hanterzouar ar Su.


Nevezamzer

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne