Norinco

Sez an embregerezh e Beijing e 2020.

Norinco, pe en ur mod ofisiel e saozneg China North Industries Group Corporation Limited, anvet e Sina dindan an anv 中国兵器工业集团有限公司 (China Ordnance Industries Group Corporation Limited) zo un embregerezh-stad sinat krouet e 1980 dindan aotrouniezh Kuzul-stad Republik Pobl Sina, dezhañ e bal sevel ha produiñ madoù evit arme ar vro, war tachennoù liesseurt evel an armoù-tan, ar gimiezh, an ijinerezh elektronek pe an aveadurioù ponner. Strollad nes industriezh an difenn hag an armerezh eo e Sina.

E 2002 e oa e fredoù tost da 520 miliard a yuanoù, hag implijout a rae 220.000 den en un 50 skourr bennak. Er 146vet plas eus ar Global Top 500 Enterprises e oa, ennañ renket embregerezhioù ar bed hervez o c'hengreadur[1].

  1. (en) Brief of NORINCO GROUP war lec'hienn Norinco (lennet d'an 22/01/2025)

Norinco

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne