Oblast Emren Yuzev

Еврейская автономная область
ייִדישע אױטאָנאָמע געגנט
Banniel OE Juzevek Skoed-ardamez OE Juzevek
Banniel Ardamezioù
  • ██ Lec'hiadur e Rusia
  • Yezh ofisiel Hini ebet
    Yezhoù ruseg ha yideg
    Kêr-benn Birobidjan
    Gorread 36 000 km²
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    150 463 (2021)
    4,1/km²
    Penn ar gouarnamant Rostislav Ernstovich Goldstein
    Moneiz Roubl

    An Oblast Emren Yuzev (ruseg : Евре́йская автоно́мная о́бласть, Yevreyskaya avtonomnaya oblast; yideg : ייִדישע אױטאָנאָמע געגנט, Yidishe Oytonome Gegnt), zo un Oblast Emren e reter Republik Kevreadel Rusia, stok ouzh harzoù Sina.

    Birobidjan eo sez melestradurel an oblast-mañ.

    Daoust d'e anv ec'h eo bihan-tre an niver a Yuzevion a zo o vevañ eno, war-dro 1,2% hepken, ha Rused hag Ukrainiz eo a ya d'ober an darn vrasañ eus ar boblañs.

    Krouet e oa bet er penn-kentañ dindan an anv Takad Broadel Yuzev e 1928 pa oa bet lakaet e pleustr politikerezh Stalin diwar-benn broadoù an Unaniezh Soviedel, a oa reiñ un takad da bep broad e framm ar Stad sokialour.

    Fellout a rae d'an Unaniezh Soviedel sevel un takad ma c'hellfe diorren ar sevenadur yuzevek hep mont war hent ar sionegezh hag implijet e veze ar yideg evel yezh sevenadurel an takad-se.

    Er bloavezhioù 1930 e oa bet treuzfurmet an Takad Broadel Yuzev en un Oblast Emren ha pouezet e veze war ar Yuzevion a lec'h all dezhe da vont di d'en em staliañ ha seul vuioc'h a Yuzevion hag a Yuzevezed en em stalias eno, seul greñvoc'h e teuas ar sevenadur yuzevek da vezañ, gant ur gelaouenn yidek Der Birobidzhaner Shtern (Биробиджанер Штерн /ביראָבידזשאנער שטערן, "Steredenn Birobidjan"), hag ur strollad c'hoariva hag anvet e veze ar straedoù gant anvioù skrivagnerion yidichek brudet evel Sholom Aleichem ha Y. L. Peretz.

    Met kregiñ a rae ar red pobladur-se da vont da hesk e-kreiz ar bloavezhioù 1940 ha da heul an Eil Brezel-bed e chomjod a-sav gant ar politikerezh kas muioc'h-mui a Yuzevion da vont di da vevañ, daoust ha ma'ch eas war uhelaat, betek un drederenn eus ar boblañs, an niver a Yuzevion bet o klask repu en oblast-se nebeudik goude diwezh ar Brezel.

    Klasket e oa bet lakaat diwezh d'ar sevenadur yuzevek a ziwanas eno, dreist-holl ur wezh ma oa bet savet da vat Stad Israel, kavailh ar vezeion hag ar politikerezh-naetaat diabarzh bet kaset da benn gant Stalin nebeut a-raok mont da anaon.

    Ur wezh aet URSS da get, hag ur wezh staliet ur politikerezh divroañ kalz aezetoc'h, ec'h eas kuit ac'halese an darn vrasañ eus ar boblañs yuzev evit en em staliañ en Alamagn pe c'hoazh e Stad Israel.

    E 1991 e oa bet lakaet an Oblast Emren Yuzev dindan beli Krai C'habarovsk e Republik Kevreadel Rusia met aet e oa kuit an darn vrasañ eus ar Yuzevion, ha menel a ra nebeutoc'h evit 2% eus ar boblañs.


    Oblast Emren Yuzev

    Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne