Oblast Kaliningrad (rusianeg: Калинингра́дская о́бласть, Kaliningradskaya oblast) a zo un oblast eus Rusia hag a sko war ar Mor Baltel. 941 873 a oa o chom eno e 2010. Distag-krenn eo diouzh ar peurrest eus ar vro pa'z eo un ezklozadur lec'hiet etre Polonia ha Lituania, 600 km diouzh lec'h tostañ Rusia "vras" ha ma'z eo ret treuziñ div stad (Lituania ha Belarus) a-raok e dizhout. Un darn eus Prusia ar Reter e oa betek dibenn ar Brezel-bed diwezhañ. 15 125 km² eo gorread an oblast-mañ. Kaliningrad eo ar pennlec'h, anvet Königsberg betek 1946.