Orbitenn

Daou gorf — disheñvel ar mas anezhe — o treiñ en-dro
d'o zrommgreiz (kroaz ruz).

Un orbitenn[1], e mekanikerezh astrel hag e sternerzhoniezh, a zo ur grommenn serr, treset en egor gant ur c'horf astrel dindan levezon ar gravitadur hag an nerzhioù inertiezh. Periodek eo an orbitenn-se. E Koskoriad an Heol emañ an Douar hag ar planedennoù all, an asteroidennoù hag ar c'hometennoù en orbitenn tro-dro d'an Heol. Er memes mod ez eus planedennoù gant satelitoù naturel en orbitenn en-dro dezho. Objedoù ardaouel, loarelloù pe sontoù-spas, a zo en orbitenn en-dro d'an Douar pe da gorfoù astrel all e koskoriad an Heol.

An orbitennoù a zo e stumm un elipsenn, ur fokus anezhi o kenglotañ gant kreizenn c'hraviter ar c'horf kreiz.

  1. Kreizenn ar Geriaouiñ.

Orbitenn

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne