Tachenn obererezhioù | film industry, sinema |
---|---|
Deiziad krouiñ | 8 Mae 1912 |
Anv er yezh a orin | Paramount Pictures |
Diazezer | Adolph Zukor, William Wadsworth Hodkinson, Jesse L. Lasky |
Pennrener | Jim Gianopulos |
Merour/rener | Adolph Zukor |
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'h diazez | Los Angeles |
Perc'hennet gant | Viacom |
Aozadur mamm | Paramount Global |
Perc'henn war | Paramount Stage 31, Paramount Stage 19, Paramount Network, Famous Studios, Rialto Theatre |
Sez sokial | Los Angeles, Stadoù-Unanet |
Produ | Sinema |
Lec'hienn ofisiel | https://www.paramountpictures.com/ |
Oberennoù zo en dastumad | Eye Filmmuseum |
FAQ URL | https://www.paramountpictures.com/faqs |
Paramount Pictures Corporation (anavezet dre an anv Paramount Pictures pe simploc'h Paramount, e anv gwirion o vezañ Famous Players-Lasky Corporation) zo ur studio sinema, un embregerezh produiñ skinwel hag un embanner filmoù. Bet eo lakaet da dalvezout evel unan eus ar Big Six, ar c'hwec'h studio filmoù brasañ en Hollywood. Bet eo un isrann eus an embregerezh meur kleweled Amerikan Viacom.
E 1916, ar produer filmoù Adolph Zukor en doa kevrataet 24 aktour hag aktourez, pep hini anezho a oa bet enoret gant ur steredenn war al logo. E 1967, an niver a steredennoù a oa diskennet da 22 ha tennet ar menneg kuzh (ur steredenn dre aktour kevrataet). E 2014, Paramount Pictures a oa deuet da vezañ ar studio kentañ o embann e holl filmoù dre stumm niverennel nemetken. Pennlec'h an embregerezh a zo lec'hiet er 5555 Melrose Avenue, Hollywood, California.
Paramount Pictures a zo ezel eus ar Motion Picture Association (MPA).
Paramount Pictures zo anavezet evit tri eus e filmoù hag o deus tizhet 1 milmilion a zollaroù rastellet digant an arvesterien :